Ar ho pugalé karet

D-Ar ho pugalé karet, o Mamm dous ha tinér
Taolet ur sell a druhé, ur sell lan a zoustér
Gouarnet-ni é peb amzér, hag én eur devéhan
Kaset oll ho Pretoned de Rouantelezh an Néañv.

1-A werso braz ar Werhiéz, ged oll ar Vretoned
Èl o Mamm hag o Rouanéz a zo bet inouret.
Ar Werhiéz en-des kleùet pedenn hé bugalé
Ha sonn én o halonoù gouarnet hé-des ar fé.

2-De Zoué ha d’o Mamm karet, bugalé Breizh Izél
Èl gwéharall o zud kozh, a zo breman fidél.
Avelté karein a hrant pédein én ilizioù
Hag avel gwir gristénion moned d’ar pardonioù.

3-Èl gwéharall, ar Werhiéz a houarn hé bugalé
Rag nen dé ket bihaneit brasted hé haranté.
Ged ar Werhiéz benniget più en-des goulennet
Heb nen dé bet, én danjér, doh peb droug goarantet ?

4-Doh mangoér hé chapélioù, éleizh a daolennoù
A lar d’ar berhinderion lod ag hé burhudoù.
Pégement a hrésoù kaer eid an douar, eid an néañv,
Hag a zo merchet hebkén é kalon peb unan ?